RC Gwened a c'hoario gourfenn kampionad Pro D2
Paotred RC Gwened ‘neunt gounezet o flas da c’hoari gourfenn kampionad Pro D2. Dec’h da noz ‘oa bet trec’h ar Vretoned 48 da 7 ouzh skipailh US Oyonnax. Un trec’h ‘oa lojik ha gortozet gant an holl ken barrek eo bet ar re c’hlas er c’hampionad ar bloaz mañ. ‘Benn disadorn ar sizhun da dont 'c’hoario RC Gwened ar final war dachenn Ernest-Wallon ‘ba Tolosa ouzh Colomiers pe Provañs. Fenoz ‘vo dalc’het an eil krogad hanter dro diwezhañ etre an daou gleub mañ. Dec’h da noz oa skipailh Arvorig FM war eeun eus ostri Keltia ‘ba Landerne ‘vit displegañ ar c’hrogad gant Matilin Mahe ha Denez an Hir. Emaint gant Erwan Blanchard.